HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar vrezhonegerien gant marvailhoù da glevet. Ur c'henlabour eo etre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn ha Kalanna.
HEKLEV PODKAST est une association créée pour réaliser et diffuser des podcasts d'histoires contemporaines en breton. Le projet a été lancé par des artistes et technicien.ne.s désireu.ses. de travailler ensemble pour inspirer et questionner le quotidien des bretonnant.e.s. Il s'agit d'une collaboration entre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn et Kalanna.
Un istor skrivet gant Loeiza an Duigou
Ar paotr a ziviz tapout anv ar mafiozo Vito Corleone, pa dec’h eus e di evit ur vuhez nevez. E dud a zo o tispartiañ, ha dispartiañ a ra diouzh e familh. Gant e vignoned nesañ e ra harz-labour ar vugale, ha mont a reont o-zri da vevañ e-kichen lenn an nadozioù-aer, e-kreiz ar c’hoad.
Skrivañ : Loeiza an Duigou
C’hoari : Florian Ebel
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e studio Dizale e miz Even 2026,
Gant skoazell Rannvro Breizh.
30 Oct 2026
Sinet Marielle : Kanaouenn : Troadikellat
Troadikellat, troadikellat
Dindan ar glav pe an heol
Va rodoù a ruilh,
Ruilh war an hent
Ne fell ket din diskenn ken
Avel en va dremm
Kartennoù-post en va fenn
Ur velo, tra ken
Me eo Marielle
Lizhiri o veajiñ dre ar broioù
Reoù all 'n em goll a-wechoù
Met, me 'lâr deoc'h,
Kavout a rin un hent dezho !
Kastell-Paol a zo va c'hêr din
Tremen er straedoù 'ran ordin
Gant va belo, bras, hir ha melen,
Diouzh 'noz pe diouzh (ar) mintin
Papi a c'hoarzh, me, ne ran ket vann
Rannañ levenez a ran
Lizhiri karantez
Ganto c'hwezh bedoù nevez
Istorioù brav bemdez !
Papi en deus skrivet din,
Ul lizher iskis ha divoutin
Erruet eo re gozh hervezañ
Da genderc'hel da droadikellañ}
23 Oct 2026
Sinet Marielle 5 : Va beaj gant Papi
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre
Marielle hag he zad-kozh a zo o veajiñ asambles, war bep a velo. Mont a reont dousik war o fouezig. En ur c’hafe e kemer Marielle amzer evit skrivañ da skolidi skol ar feunteun.
Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln
C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan ha Seza Cornec
Enrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-Plantec
Sonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest
Un heuliad produet gant Anna Lincoln
Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh.
Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025
gant skoazell Rannvro Breizh.
Reach and audience
Public platform figures. Ratings count people who left a rating, not total listeners.
Spotify
5.0 / 5
3 ratings
Contact Heklev PodKast
Guest appearances
Does not typically book guests
Based on episode analysis; this does not confirm that the show is currently accepting guests.
Host of Heklev PodKast?
Claim your podcast to manage its listing and keep your show details accurate.
Pod Engine is an independent podcast discovery and analytics service and is not affiliated with or endorsed by this podcast. Artwork and show content belong to their owners. Full legal notice.
Explore this show Podcast research with Pod Engine